Bourdel : aloubet eo bet ar rektordi gant emsaverien an euskareg

Publicité

« Azterketak Euskaraz », setu anv ar strollegezh he doa aloubet rektordi Bourdel dimerc’her evit arc’hiñ e c’hellfe al liseidi tremen ar bak en euskareg. Abaoe pell e reklem emsaverien an euskareg e vefe cheñchet al lezenn war ar yezh pe yezhoù aotret er bacho. En aner betek-henn. Dimerc’her e oant ur 25 bennak o tegouezhout er rektordi kerkent ha digoret an dorioù. Lod o deus en em chadennet ouzh porrastel ar savadur tra m’o deus pignet reoù all war an toenn.

A-benn pevar miz e vo ar breved hag ar bak ha ne vo ket aotret skolajidi ha liseidi ar skolaj-lise euskarek eus Baiona da dremen an arnodennoù en o yezh ar bloaz-mañ c’hoazh.

E miz gwengolo e voe resevet an dilennidi euskarad gant ar ministr Pep Ndiaye ha lakaet e oa bet ar gaoz war-se met pemp miz war-lerc’h n’eo ket bet divizet netra gant ar minister c’hoazh. Hag emañ an emsaverien o tibasiantiñ

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bada : Ur gazetenn en-linenn evit ar re yaouank en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Pays Basque : la commune de Sare officialise la langue basque en plus de la langue française

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.