Bro-Euskadi : ar panelloù kêr en euskareg lakaet a-us ar re e galleg

E Breizh hag e Bro-Euskadi eo memes mod : pa vez staliet panelloù e brezhoneg, gallaoueg pe euskareg e vez staliet anezho dindan ar panelloù e galleg. Evel ma vefe hor yezhoù sujed d’ar galleg. E Bro-Euskadi emañ an traoù o cheñch, dre intrudu an abertzale evel just. D’an 09 a viz eost e oa bet eilpennet panelloù Donibane Garazi (Saint-Jean-Pied-de-Port) ganto : ar re en euskareg da gentañ, ar re e galleg dindano.  Ha n’o doa ket graet se dre guzh. Er c’hontrol ! Embannet e oa bet war ar rouedadoù sokial ha galvet ar gazetennerien zoken. D’ar sadorn 03 a viz gwengolo e vo graet ar memes tra, e Donibane Garazi adarre ! Diskouezh eo an euskareg yezh ar vro nemeti eo pal ar strollad Herribiltza hag a raio an obererezh-mañ.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS