Elzas ha Mozel a venn dezhe kuitaat ar Reter-Meur

A LA UNE

N’eo ket ur sekred eo : Bro-Elzas a venn dezhi kuitaat ar rannvro Reter-Meur bet savet gant Hollande e 2015-2016 diwar deuziñ ar rannvrioù kozh Elzas, Champagne-Ardennes ha Loren.

Hogen abaoe eo bet savet « Strollegezh Europa an Elzas » ganti barregezhioù ledan. Div rannvro mui daou brefeti ! (rak dalc’het eo bet an daou brefeti ha dreist-holl an daou brefed) « Dav eo divemprañ ar Reter-Meur » a azgoulennas Frédéric Bierry, anezhañ prezidant ar Strollegezh Elzas, d’ar 25 a viz genver. Ha paotr an LR ha kinnig e vefe treuzkaset barregezhioù nevez d’e strollegezh. Setu un LR emrenelour eta ?

Eus he zu, Jacqueline Gourault anezhi ministrez kenstagded an tiriadoù, a adlavaras d’ar 26 a viz genver « ne vo ket divempret ar Reter-Meur ha ne vo ket cheñchet bevennoù ar rannvroioù nevez ». Hag un doare eo da respont d’ar vretoned a azgoulenn par ma c’hellont e vefe adunvanet Breizh ?

Met petra soñj Loreniz eus kement-mañ ? C’hign-c’hagn a vez atav etre loreniz hag elzasiz met ar strolladoù emrenelour a labour asambles memestra. Da geñver ar votadegoù rannvro diwezhañ e oa aliañset ar strollad elzasian Unser Land hag ar Parti Lorrain en hevelep listenn, hini an Alliance Ecologiste Indépendante, zoken. Hag ar Parti Lorrain da azgoulenn e vefe savet ur strollegezh tiriadel evit al Loren war skouer hini an amezeg elzasian. Padal ne za ket ken pell an emsaverien lorenad hag o mignoned eus Elzas : Goulenn a reont e vehe divempret ar Reter-Meur evel just met «bep un tammig ». N’eo ket ken habask ar « Strollad Mozeliz » avat. Gouez d’an emrenelourien mozelan eo Reter-Meur ur « c’harkan » tra ken.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Aux Etats-Unis, un grand réseau d’hôpitaux catholiques traitait prioritairement les non-Blancs quelles que soient les comorbidités des Blancs

L’un des plus grands systèmes hospitaliers des États-Unis donnait plus de poids à la race qu’au diabète, à l’obésité,...

Rugby. Le RC Vannes s’impose à Grenoble (10-25) et renverse sa saison

C'est une victoire qui pourrait tout changer pour le RC Vannes cette saison en Pro D2. Une victoire à...

Articles liés