Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Fast & Furious etre Roazhon ha Naoned

Disul dremenet. 1eGM. An hent-tizh etre Roazhon ha Naoned. O vleniañ emaon. Trankilik. 110 km/e. War an hent dehou. A-daol-trumm, setu me dibaset gant ur c’harr-tan sport ! Porsche pe ur verk giz-se. 200 km/e d’an nebeutañ ! Biskoazh gwelet ur c’harr-tan o vont ken buan. Gant ar foeltr !

10 eilenn war-lerc’h, setu unan all. D’an tizh ruz ivez ! Ha neuze un trede hini !

Feiz doue ! Kenderc’hel a ran gant ma hent. Un nebeut levioù pelloc’h e wellan ar c’hirri-tan sport en-dro. Ar wech-mañ ez eont kalz goustadikoc’h. A-boan 100 km/e. Ha me o teurel ur sell war o flakennoù : GE, evel « Jeorjia » hag ar banniel gwenn ha ruz. Jeorjianed int. Ha diouzhtu e teu em spered ur pennad ‘m eus lennet war Ouest-France ar sizhun-mañ diwar-benn ar mafia russian-jeorjian. Serret zo bet tud eus ar gumuniezh-se e Breizh hag e Vañde n’eus ket pell zo. Hervez ar pennad e oa « Vory v Zakone » anezhe, da lavaret eo « Laeron el lezenn ». Abaoe bloavezhioù e vez graet laeronsioù a bep seurt gante e Breizh hag e Bro-C’hall. Ur ensavadur urzhiet mat hag a c’hoari gant milionoù a euroioù. Lod eus « soudarded » ar mafia-se o deus ar statud a « repuidi bolitikel » e Bro-C’hall zoken !

Teurel a ran ur sell war an dud er c’hirri-tan m’emaon o toublañ bremañ. Pennoù mafiozi anezhe ! Tud yaouank, etre 20 ha 35 vloaz lakomp, kigennek, selloù du, reoù zo barvek, lunedoù du war o fri, pimpatrom ar mafiozi rusian anezhe ! Ur gwir film !

Ar c’hirri-tan a gendalc’h da vont war o fouezig. Ur paotr a zifoup eus unan eus ar c’hirri-tan dre dremen dre ar frenestr. Azezet war an dor, setu eñ o paboriñ, o huchal, oc’h ober jestroù keit m’emañ ar jeorjianed o kammigellat etre kirri-tan ar gwir gristenien.

A-daol-trumm, setu an tri c’harr-tan o plantañ tizh an-dro. 200 km/e adarre ! Doublañ a reont ac’hanon en-dro en ur ober goulaouadennoù. An daou garr-tan e penn ar prosesion a zo kichen-ha-kichen war an daou hent hag an trede hini a zo just war o lerc’h. 10m etrezañ hag an daou all, ket muioc’h ! Ma rank unan eus ar re e penn stardañ mort e vo tapet o fall gante, ken sur ha tra. Klask a reont c’hoari un dro fall d’an Ankoù !

Ya met tud all a zo war an hent. Bretoned vat anezhe. An tri c’harr-tan jeorjian ne reont forzh. Mont a reont war-eeun hep teurel evezh ouzh piv a zo war o hent. An dud a rank livardiñ pe kerzh diouzh o hent kuit da vout skoet e-barzh gante. Ur c’harr-tan a venn skeiñ ouzh ar gloued surentez… Ur rodeo !…

Tud dañjerus ken int dañjerus ! Kollet o skiant gante ! Burzhud n’eus ket bet ur gwallzarvoud mantrus ar sul-mañ etre Roazhon ha Naoned.

Goude Dijon a oa deuet da vout ur c’harter eus Grozny n’eus ket pell zo, setu un hent-tizh eus Breizh deuet da vout ur redva-kirri eus kêr dTbilissi. Bevet ar « gevredigezh digor » !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : un den skrapet gant tud ganet e Turkia

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : ur genstrivadeg a zibunañ ar c’horan

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Informatique, Local, NANTES, Société

Naoned : 70 kartenn-anv ha seizh aotre-bleniañ kavet e ranndi un e-c’hwiblaer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Repuidi skarzhet eus Paris a vefe o skwatiñ savadurioù zo e Roazhon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Ti-kêr Naoned a zo o klask un anv “gwregelour” evit ur skol nevez

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Ur vandennad a skrape tud e Breizh ! Tri den ganet e Roazhon, Sarcelles hag er C’homor serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Roazhon : Jeorjianed serret goude bezañ taolet bidonioù war ar boliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Kemenn bombezenn e Roazhon : al lisead a selle ouzh videoioù Daesh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky