Ipparalde : skolioù divyezhek ac’hubet an eil war-lerc’h eben

basque

Ac’hubiñ ar skolioù an eil war-lerc’h eben evit sevel o mouezh a-enep diviz Kuzul ar Vonreizh, setu ar pezh a vo lakaet e pleustr a-benn fin ar bloavezh-skol gant emsaverien an euskareg. E miz gwengolo 2021 e oa sañset an Deskadurezh Stad digeriñ klasoù dre soubidigezh nevez e skolioù publik met gant diviz Kuzul ar Vonreizh penaos e vo an traoù evit ar c’hlasoù-se a-benn ar fin ? Hiziv an deiz ez eus 20 klas dre soubidigezh e skolioù publik ha 19 e skolioù prevez dindan kevrad. Hervez Mediabask ne vo ket serret ar re-se… evit poent ! Da vihanañ ne vo ket digoret reoù nevez…

Deiziadur ar skolioù ac’hubet :

Gwener 18 a viz even : Ossès, Larrau
Lun 21 a viz even : Ayherre
Meurzh 22 a viz even : Larrau
Yaou 24 a viz even : Idaux-Mendy
Gwener 25 a viz even : Ossès
Lun 28 a viz even : Ayherre
Meurzh 29 a viz even : Idaux-Mendy
Yaou 1er a viz gouere : Larrau
Gwener 2 a viz gouere : Ossès
Meurzh 6 a viz gouere : Larrau

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !