Euskal Herria : Saint-Palais evit ar breved en euskareg

basque

Evel bep bloaz da vare ar bak hag ar breved ez eus trouz en Ipparalde, al lodenn norzh eus Bro-Euskadi. Darn eus ar skolajidi o deus skrivet o c’hopiennoù skiantoù en euskareg ha n’eo ket e galleg. Riskloù zo e vefe tapet ur zero ganto met ne reont forzh. Un doare da ziskouez e stourmont evit o bro hag o yezh eo, evel m’eo bet graet gant o zadoù araoze.

Evit souten ar skolajidi emañ daspugnet o zud hag emsaverien war porzh skolaj Amikuze e Saint-Palais/Donapaleu. Amañ ez eus bet tolpet kopiennoù eus Bro-Euskadi rak ur greizenn reizhañ eo ha ne fell ket d’an dud e vefe kaset kopiennoù o bugale da vBourdel pe Pau ma vint reizhet gant kelennerien ha ne ouzont ket euskareg a dra sur. Ur vanifestadeg a vo fenoz e straedoù Saint-Palais evit o souten.

Kreizennoù reizhañ a zo e Bro-Euskadi koulskoude : e Bayonne, Boucau, Hasparren ha Saint-Jean de Luz. Er c’hreizennoù-se e vo kavet kelennerien « euskaldun » (=hag a oar euskareg) sur, pezh n’eo ket e Bourdel pe Pau.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !