D’ar 27/07, Aran a redo evit he yezh !

A-benn ar fin ha daoust d’an epidemiezh en he uhelañ e Katalonia eo bet dalc’het ar redadeg evit an okitaneg eus ar Val d’Aran ar bloaz-mañ. Abaoe 1993 e vez aozet ar redadeg-se gant gouarnamant emren an tiriad asambles gant kevredigezhioù. D’ar 27 a viz gouere e vo ar bloaz-mañ.

Dre m’eo bihan-bihan ar Val d’Aran e loc’h bep bloaz ar rederien eus lec’hioù disheñvel hag en em gavont holl e kreiz kêr Viella, seurt kêrbenn an draonienn. Er « Plaça d’Aran » e tegouezh ar « c’hCorsa » ma’z eus bet savet un delwenn d’ar yezh aranek. Monumant Aran ha monumant Paarl evit an afrikaans eo ar monumantoù nemeto er bed evit enoriñ ur yezh.

Un is-rannyezh gaskon eus an okitaneg eo an « aranés ». Gant 7000 den e vez komzet. Ofisiel eo e Katalonia a-bezh.

Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

ARTICLES LIÉS

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !