Afrika-ar-Su : « Kill the Boer » dirak al lez-varn

Sud-Africains

Afriforum, un ensavadur hag a zifenn gwirioù an afrikaners, en doa savet klemm a-enep Julius Malema hag e strollad EFF (Economic Freedom Fighters) evit bezañ kanet ar ganaouenn « Kill the Boer » da geñver tolpadegoù politikel an EFF. D’al lun 07 a viz c’hwevrer en deus kroget ar prosez e Johannesburg rak ur « ganaouenn a gasoni » eo.

Hogen, n’eus ket un « torfed a gasoni » el lezenn su-afrikan. Setu perak eo ul lez-varn sivil eo hag a lavaro e soñj war an afer.

« Digarezhioù publik hon eus c’hoant da gaout ha dreist-holl e fell deomp e vefe lavaret sklaer gant al lez-varn eo « kill the boer » ur ganaouenn gasonius » eme AfriForum.

« Kill the Boer » (Dubul Ihbunu e zouloueg) zo ur ganaouenn a veze kanet da vare an Apartheid. Gervel a ran are re zu da lazhañ an afrikaners. Kantadoù a « vBoers » (paizanted) gwenn a zo bet drouglazhet e Afrika-ar-Su abaoe diwezh an Apartheid.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS