E Klegereg e vo aozet disadorn 16 a viz ebrel un abadenn hag atalieroù evit “souten ar repuidi”. Soutenet gant an ti-kêr hag an aotroù maer DVG Marc Ropers eo an abadenn.
Ar repuidi ukrenian mut-hu ? N’eo ket ! “An holl repuidi eus forzh lec’h e teufent” a zo bet rezisaet gant Catherine Andrault, anezhi leurennerez eus ar strollad “La Petite Voix du Sémaphore” ha tik gant oberenn Frida Kahlo. Kenaozet e vo an abadenn gant RESF, Réseau Education sans Frontières hag a werzho taolennoù eus Fabien Dessoly, un arzourez eus ar vro, an dro-mañ “evit souten ar repuidi”. Ma…
E Klegereg disul dremenet eo bet rastellaet 24,64% eus ar mouezhioù gant Marine Le Pen. Mui 3,34% gant Eric Zemmour (tost 28% en holl). Ar pezh a dalv en deus votet mui pe vui un anneziad diwar tri evit Le Pen/Zemmour. Met, ne vern, kendalc’h a ra ar bed sevenadurel e Breizh da vezañ kleizour penn-kil-ha-troad !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine