Marlène Schiappa : rouanez an emvrudañ war Wikipedia ?

schiappa

Pa’z aer war pajenn Wikipedia Marlène Schiappa, setu ar pezh a weler :

Hervez Arrêt sur Images hag an Huffington Post ez eus ur skipailh tro-dro d’ar vinistrerezh gouestlet da welaat he skeudenn hag he brud war internet. Mod-se e klask Marlène Schiappa en em lipat ouzh ar C’hallaoued.

Ha puilh an divizoù war bajenn wiki-diviz diwar-benn ar pennadoù bet kemmet hag adskrivet gant gweladennourien zo evel « Noaaah22 » hag a anzav labourat evit kabined ar vinistrerez

Ur gwir « Schiappasphère » an hini eo a labourfe evit adreiñ lufr d’ar vinistrez war ar rouededoù sokial. Hag evel just pa vez paket tud ar skipailh-se o falsañ traoù war internet e klaskont c’hoari diouzhtu gant digarez ar stourm a-enep ar « gouennelerezh » hag ar « revelouriezh ». Klask a reont atav difenn o fatronez taget diwar abegoù vil « gouennelour » pe « revelour » evel just. Bah ya, ‘keit hag ober !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !