Burev-post Ar Menez (44) en arvar
Nag ur mizer ! E Ar Menez, e Bro-Raez, serret e vez muioc’h-muiañ ar burev-post. Bewech ma klask tud ar gumun mont di e chomont o fri war ar gloued. Hervez melestradur ar Post ez eus un diouer a goskor. « Diaes eo kavout tud evit mont d’Ar Menez bemdez » hervez ar renerezh. « Gaou penn-da-benn » a respont ar sindikadoù. « Bemp bloaz