Beuzid-Klison (44) : an « teufeurien » diarbennet gant labourerien-douar !

E-pad an noz etre disadorn ha disul dremenet e voe diarbennet ur vandennad teufeurien hag a felle dezhañ staliañ ur rave party e Beuzid-Klison (Gwiniegi Naoned).

Embannet e oa bet un diferad gant prefeti Naoned hag a zifenne d’an nen aozañ ur rave party koulskoude. Ne vern ! Teufeurien zo o doa kroget d’en em dolpañ e-harz un rod-avel eus Beuzid-Klison d’ar sadorn.

Ar pezh zo, int bet gwelet gant ur paizant hag a c’halvas diouzhtu kompaerien dezhañ. A-benn ar fin e tegouezhas pemp traktour er park, paizanted inervet ouzh ar rod-stur. N’o doa ket c’hoant e krogfe an tan er strouezh abalamour d’un istrogell bennak rak tomm-berv e oa an amzer an deiz-se ha sec’h ar strudaj. Galvet e voe ar archerien ma teujont a-benn da zerc’hel war al lanv a deufeurien a errue dizehan. Kirri-tan a oa parket e pep lec’h er bourk ha forzh penaos a-hed an hent ! Ur gwir zañjer !

Bep bloaz e vez aozet rave-partyioù e Beuzid-Klison ha bep bloaz e vez drastañ ar parkoù ha spontet al loened gant chatal-kornek dispered ha drammet-net.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !