Naoned : 170 km/e enep-red war an hent-tizh, ur jipsian kondaonet

Publicité

D’al lun 5 a viz gwengolo, hent-tizh A83 etre Naoned ha Montaigu, porzh-treizhaj Bignon : ur c’harr-tan a zo gwelet gant an archerien o kemer penn an hent enep-red war-du Naoned. War an hent e tizho ar 170 km/e, o troidellat etre ar c’hirri-tan. A-raok Naoned, ur c’harread a 5 den a zeu a-benn da dremen e-biou dezhañ met an daou oto a sko ouzh ar gloued surentez.

Kavout a ra ar boleserien e unan eus ar c’hirri-tan un den mezv-dall, azezet war al leur. Ur jipsian anezhañ, o chom etre Poitiers, Naoned ha Châtellerault. Krediñ a rae e oa war un hent broadel !…

Tad pevar bugel anezhañ, ne oar na lenn na skrivañ ar galleg hag ul lagouter daonet eo. 50 vloaz eo ha 8 menneg a zo war e roll pa’z eo barnet d’an 20 a viz gwengolo e Naoned. Lazhet en deus un den dija da geñver ur… gwallzarvoud pa oa 25 vloaz !

Da 18 mizvezh toull-bac’h ha da brederiañ ouzh ar boeson eo bet kondaonet a-benn ar fin. Mui un tamm goursez.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Le Mag', NANTES

Nantes. Voix bretonnes 2026 : chants et contes au Château des ducs de Bretagne en janvier [Vidéo]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.