Naoned : an animatour ganet er Brazil a blije kalz dezhañ loeroù ar merc’hed bihan

Publicité

N’eo ket e Breizh eo c’hoarvezet an afer met e Bro-C’hall (La Roche-sur-Yon – Vañde). Met dirak lez-varn Naoned emañ ar paotr er mare-mañ. 32 vloaz eo homañ, ganet e Bro-Vrazil hag advabet en e oad tenerañ gant ur c’houplad gall.

A-holl viskoazh en deus bet ar stultenn seksel-mañ, hervezañ : al loeroù. N’eo ket ar berr-loeroù met al loeroù a vez gwisket gant ar merc’hed. Pa oa bihan en doa plijadur o kemer reoù e c’hoar. Pedofil eo, ne lavar ket ar c’hontrol : mont a ra war internet evit sellet ouzh merc’hed bihan gant loeroù.

E 2017 e oa animatour en ur greizenn-dudi e La Roche-sur-Yon. Setu ul lec’h mat evit « beviñ » e dechoù fall ! Hervez ar boliserien en defe flac’hotet merc’hed-bihan ha graet traoù gwasoc’h zoken. Gant loeroù e oa gwisket an holl anezho, anat. Sorc’hennet eo gant se, trelatet, gwasoc’h eget al lagoud gant paotred an tavarnioù tro-dro ti pikol !

Un daouzek bennak a verc’hed bihan en defe flac’hotet e-giz-se.

Ur bloavezh eo chomet en toull-bac’h etre 2017 ha 2018 met dirak lez-varn Naoned e vo ret dezhañ kavout arguzennoù solut evit kendrec’hiñ ar varnerien hag ar familhoù n’eo ket mui un dañjer evit ar gevredigezh. Hag eñ un tamm otus a-wechoù pa komz ouzh ar barner

D’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ n’eo ket bet embannet ar varnadenn.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Politique, Réunification

Orvault (44) : ar Gwenn-ha-du tennet diouzh talbenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES, Religion, Société

15 000 muzulman o pediñ en ur park eus Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Degouezh ar Redadeg e Naoned : petra o deus gwelet Naonediz ?

Découvrir l'article

Sport

Tennis : la 13e édition de l’Open de Vendée se tiendra du 27 septembre au 4 octobre 2026

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Naoned : Gaochisted o deus taget un embregerezh hag a labour war chanter ar c’hCRA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Narkoned : ur greizenn sokial mindrailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : brasaet e vo ar voskeen Arrahma !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : teir listenn evit ur referendom war Breizh adunvanet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.