Publicité

Poentoù « deal », gedourien o huchal « chouf, chouf » pa tremen ur c’harr-tan polis, setu traoù hag a vez gwelet e Marseille, Bobigny pe Naoned nemetken mut-hu ? Tamm ebet ! Bremañ ez eus seurt traoù e kêrioù bihan evel Gwenrann !

E Gwenrann, e penn-kentañ ar bloaz-mañ, ez eus bet skwatet ur savadur gant trafikerien dramm. Ur gwir poent deal mod « drive » e oa deuet da vezañ gant tud o tremen noz-deiz. E miz c’hwevrer ez eas annezidi ar savadur da gaout Nicolas Criaud, an aotrou maer, hag an archerien. Erru e oant skuizh, poent e oa ober un dra bennak ! Un taol-polis a zo bet lañset ganto ha serret trafikerien. Met kenderc’hel a ra an trafikoù un tamm pelloc’h. Hag aon o deus familhoù ar savadur e teufe an dealerien en-dro.

Ha koulskoude, dre ma oa ar felliezh o kreskiñ dija, e oa bet sinet ur c’hevrad a surentez e 2022 etre an ti-kêr hag an archerien. Kameraioù video a oa bet staliet, met n’eo ket a-walc’h. Evel meur a gêrioù bihan, emañ Gwenrann o treiñ fall, mod ar c’hêrioù bras. Rak trafikerien o tont eus Naoned pe Sant-Nazer eo a zigor seurt « adstalioù » e kêrioù bihanoc’h. Evit bezañ tostoc’h ouzh o fratikoù !

Hag ouzhpenn kudenn an dramm a zo e Gwenrann, felliezh eus ur seurt nevez a vez gwelet bremañ ivez. Hag kaset atav gant ar memes seurt tud…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

Guérande

Gens du voyage à Guérande : la victoire tactique qui se termine en capitulation

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : ur petision a-enep an disurentez e kreiz-kêr

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.