Derc’hel bara Afrika. Betek peur ?

Hervez ur studiadenn bet skignet war Twitter/X gant an ekonomour Marc Vanguard ne servij da netra kas bagoniadoù arc’hant da Afrika. Daoust d’an argant a vez roet dezho ne teu ket a-benn ar broioù afrikan da ziorren ha ne’z a ket da hesk an enbroerezh kennebeut.

Da betra a servij kement a arc’hant roet d’ar broioù du neuze ? Hervez Marc Vanguard e servij da welaat buhez an dud o vevañ eno ha netra ken. Abalamour d’an “arc’hant gwenn” ez eus nebeutoc’h a epidemiezhoù, muioc’h a zanframmoù ha muioc’h a skolioù a live mat.

Ha koulskoude, bep bloaz e vez kaset bagonioù ha bagonioù a arc’hant da Afrika gant Bro-C’hall. Ha muioc’h a vo kaset c’hoazh a-benn 2025, diouzh ar pezh en deus prometet Macron !

Ur gwir donell an Danaide ez eo koulskoude met hep an arc’hant-se ez eus dañjer e kouezhfe al lodenn vrasañ eus ar broioù du en o foull.

Ha krizoc’h c’hoazh evidomp : an “arc’hant gwenn” a lak Afrikaniz paourañ da zont en Europa. Kastizet omp div wech neuze !

Ur goulenn a c’hell bezañ graet diwar ar studiadenn-mañ : hag e c’hell diorren Afrika un deiz bennak ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS