Liger-Atlantel : kondaonet eo bet « laerez al letioù »

Piv eo ar plac’h yaouank-mañ ? Seurt Marion ar Faoued an amzer-vremañ pe laerez dizamant ? Laerez dizamant o deus lavaret barnerien lez-varn Naoned d’an 18 a viz ebrel. Kondaonet eo bet ar plac’h a 19 vloaz a oa e penn ur vandennad a gañfarded a laere el letioù da 6 mizvezh toull-bac’h mui daouzek mizvezh gant goursez.

E-pad mizioù he deus graet he reuz etre Naoned ha Sant-Nazer e 32 leti. Diduellañ a rae ar gendouezourion tra ma zae tre he skipailh er c’hambroù ha laerañ kement tra a gavent. Ha dre ma oant poseded gant an diaoul o doa bazailhet un den, war enez Santez-Ana (bremañ « Enez Naoned »), e Naoned rak n’en doa ket sigaretennoù da reiñ dezho.

Steutaet o doa war tapisoù ul leti, lakaet o doa spoum aoteniñ war melezour unan all, met tout se zo dister e-keñver tout al laeroñsioù o doa graet. A-benn ar fin int bet tapet dre sellet ouzh ar c’hameraioù video.

Ur vuhez truek he deus bet ar plac’hig met n’eo ket trawalc’h evit bezañ didamallet. Hag hi da genderc’hel da nac’hañ dirak al lez-varn ha pa oa bet diskouezet dezhi ur foto anezhi tennet eus ar video-eveshaerezh !

Heuliet gant desaverien, hounezh a labour bremañ gant… tud kozh eus Bro Sant-Nazer. Evit ur bennozh doue evel just, alese he deus aon ar varnerez e vefe « temptet » da laerañ ur vamm-gozh bennak

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Football, Local, NANTES, Sport

Naoned/Roazhon : an FC Naoned a gas kemenadennoù war an « derby breton »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, SAINT-BREVIN, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewenn (44) : piv en deus lakaet tan er c’harr-tan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Grefierez al lez-varn a oa sot gant « Tony » an dealer, betek sikour gantañ…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : 45 bandenn toullet, un den kondaonet meur a wezh dalc’het dindan evezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : ar servijoù kuzh aljerian o c’hoari ardoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Al Liger polluet c’hoazh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky