Eus Mayotte eo ar paotr. Ur « chañs » kae ! Pa erruas er Reunion e reas ar bez-lêr evit paotred !
Met n’eo ket gant paotred bras e « c’hoarias » amañ, met gant e verc’h kaer, ur plac’hig en he 10 vloaz !
E Kemper emañ o chom. 32 vloaz. Daou venneg war e roll lez-varn. E 2018 ne oa ket e Breizh met kejiñ a reas ouzh ur vaouez war internet. Buan-tre en em staliañ a reas e ti homañ e Kemper. Ur verc’h he deus ar vaouez ha daou vugel all.
Pa oa o kousket gant e vignonez en em sevel a rae ar Mahoran evit mont da floc’hatañ ar plac’hig. E-pad miz e padas ar mont-ha-donoù. Ar vamm ne felle ket dezhi gwelet an traoù. War Snapchat en doa ar Mahoran ur c’hont hag a vouete gant videoioù porno. Hag e verc’h-kaer a oa koumanantet dezhañ ! E 2018 e filmas merc’hed er straedoù ivez. Ur gwir paotr teurt !
Hervezañ en deus « luzadoù« , mod-se ‘mañ.
E toull-bac’h e c’hello sioulaat an tan a zo en e slip. 30 mizvezh mui 4 bloavezh o vezañ heuliet gant ar justs. Hag emgavioù evit remediañ e gleñved spered.
Paeet ganeomp evel just !
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Kemper : ar paotr eus Mayotte a flac’hote e verc’h-kaer”
30 mizvezh toullbac’h goursez = ne ‘z aio ket d’an toull evit an torfed euzhus-se en deus padet bloaz ha gwallstoket ar plac’h evit he buhez-pad ! N’eo ket a-walc’h !