Peseurt anv a vo dibabet evit mont e plas hini « Rue de la Négresse », ur straed eus Biarritz e Bro-Euskadi. Emañ kevredigezhioù woke hag an ti-kêr o vrezeliñ diwar-benn anv ar c’harter La Négresse hag, evit poent, eo ar wokisted a zo trec’h. Met n’eo ket echu an afer rak kaset eo bet d’ar c’huzul stad gant maer Biarritz.
Ne vir ket ouzh an ti-kêr da vezañ prometet cheñch anv ar « straed La Négresse », ur straed veur eus ar c’harter-se.
Tri anv a zo bet rakdibabet gant servijoù an ti-kêr :
- Straed Lana Gresa, un anv e gaskoneg hag a dalv « Lannoù pri » rak gaskoneg a veze komzet e Biarritz gwechall (hag e vez c’hoazh an deiz hiziv), muioc’h eget euskareg bepred.
- Straed Buztinlurra, ar memes tra en euskareg
- Straed de L’Allégresse, evit chom tost eus « La Négresse ».
Betek an 28 a viz ebrel e c’hell annezidi Biarritz votiñ evit an anv a blij dezho ar muiañ.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine