E Saint-Michel-Chef-Chef, e norzh Bro-Raez e voe tomm an nozvezh etre ar 25 hag ar 26 a viz ebrel. Ur gumuniezh a Jipsianed pozetaet a zo hag e kreiz an noz zo bet klevet tennoù armoù otomatek war o zachenn. Galvet eo bet an archerien ha p’int degouezhet o deus komprenet e oa ur fuzuilhadeg etre daou veuriad evit un afer familh. Termajied eus Saint-Michel o defe en em gannet gant Termajied deuet eus ur c’hamp all. C’hwec’h den a zo bet serret kerkent evit dirouestlañ an afer. D’ar sul, avat, e renkas an archerien leuskel tout an dud da vont. Div garabinenn a zo bet tapet gant an archerien, memestra.
Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine