N’eus ket bet anv eus an den-se er mediaoù broadel gall : d’al lun 28 a viz ebrel zo bet taget un den a-dreñv ar greizenn sevenadurel Juliette Drouet e Felger. 48 vloaz eo an den gloazet, un taol kontell en deus bet en e skoaz. D’an eur ma skrivomp al linennoù-mañ ne oar den hag e c’hello bezañ savetaet kar en ur stad grevus e oa pa arruas ar SAMU. Ar gontell a oa atav plantet ennañ zoken !
Kroz a zo bet savet etre daou zen. Ur gontell a oa gant unan, ur skoaz a oa gant egile…
Ne ouzer ket petra eo kaoz ar c’hoari.
Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine