Ma ne vefe ket an tu-kleiz o c’hrognelad hag o tuiñ paper forzh pegement war privilajoù « ar re binvidik », « ar re wenn », « ar wazed » hag all ha ma ne vefe ket bet skrivet levr Thomas Piketty war an digevatalderioù er bed deuet da vezañ bibl ar gaochisted e vefe peadra da devel war se met aze ez eont re bell ganti : labourerien EDF o deus graet an harz-labour d’ar 15 a viz gwengolo evit difenn o gwir da gaout an tredan marc’had-mat !
Ni ivez ar blouked hor befe c’hoant da gaout ar privilaj-mañ ! Ni ivez hor befe c’hoant da gaout an tredan evit ur blank. Ha perak ne vez ket graet an harz-labour gant an ajantoù EDF evit ma vefe ledanet o dreistwir d’ar gevredigezh a-bezh ?
Peogwir e vefe graet freuz-stal gant EDF, anat. Neuze n’eus ket nemet un dornad a « happy few » o deus droad da gaout an tredan er gêr evit ur banne sistr pe dost. Ha ni a baei evit se !
Aze c’hoazh, ma ne vefe ket graet reuz noz-deiz ha war an ton bras mar plij gant an tu-kleiz war an « digevatalderioù » e c’hellfec’h bezañ a-du gant an ajantoù EDF met aze ez a ar sindikadoù a-enep ar pezh a c’houlennont evit ar re all. Gouzout a reont ne’z aio ket ar gouarnamant Le Cornu a-enepte kar emañ ar votadegoù o tont. Gouzout a reont e c’hellont lakaat harp war ar vro dre droc’hiñ an tredan. Ha profitañ a reont eus se evit difenn ur privilaj, tra ken. Ar privilaj ruz.
Ha n’eo ket ar privilaj nemetañ a vez difennet gant ar CGT. Lakomp ar gaoz war an dokerien da skouer. Ha war ajantoù an SNCF, ha war re an RATP ! Ni eo a baei tout-se kar n’eo ket arc’hantet dre c’hras Doue !
« Grit ar pezh a lavaran ha ne rit ket ar pezh a ran » atav giz atav gant an tu-kleiz.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.