Villejean/Pacé : « Pinvidikaat » an dud dre gaer pe dre heg

Publicité

D’an 11 a viz even e vo ur vanifestadeg e skolaj « Rosa Parks » e Villejean, ur c’hartchier eus Roazhon. Fellout a ra d’ar skipailhoù pedagogel ha d’ar familhoù mirout « o » skolaj.

E 2029-2030 zo bet embannet gant ar c’huzul departamant 35 e vo serret ar skolaj-mañ, rummet REP+. Perak ? Peogwir e fell d’ar c’huzul « pinvidikaat » ar skolajoù all gant skolajidi Villejean (pe « Kêryann » evel vez lavaret e Roazhongrad II). Ha tamm-ha-tamm e vez kemmet ar gartenn skol gant ar rektordi hag an departamant. Abaoe bloavezhioù eo Zola hag Anne de B. e kreiz-kêr a resev bugale eus skolioù Villejean. Ha bremañ eo tro skolaj Françoise Dolto eus Pacé da vezañ « pinvidikaet ». Nevez zo eo bet staget skol Guyenne, ur skol « pinvidik »-tre eus Villejean ouzh Pacé da skouer, ar pezh a dalv ez aio an eks-CM2 skoliataet enni da François Dolto.

Hogen, Pacé zo ur gêr doare CSP+, disheñvel-tre ar vugale o chom enno diouzh re Villejean. Met divizet eo bet gant an departamant PS dalc’het gant ideologiezh ar « c’hemmesk sokial » e vo kemmesket an div boblañs. Met piv a levezono piv ? Amañ emañ an dalc’h.

Ha war un dro e reklem ar familhoù eus Villejean kenderc’hel da lakaat o bugale er skolaj Rosa Parks diwar abeg-mañ-abeg met tagnous eo ar rektordi war an disdalc’hioù kar, dre ideologiezh, e fell d’ar C’huzul Departamant kas war-raok ar « c’hemmesk sokial » ha pinvidikaat ar skolajoù all. Dre gaer pe dre heg.

E Rosa Parks ez eus un hentenn « div yezh » (ha n’eo ket « divyezhek ») galleg-arabeg. Hag e tleo François Dolto e Pacé pe Zola e kreiz-kêr sevel unan ivez ?

Crédit photo : Skolaj Rosa Parks

[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, RENNES

Ar garta Ya d’ar Brezhoneg sinet div wezh en Il-ha-Gwilun !

Découvrir l'article

Justice, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pacé (35) : Manivannan avait les mains balladeuses sur les jeunes filles

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, RENNES, Société

Agression d’une enseignante à Pacé (35) : on en sait un peu plus…

Découvrir l'article

International

Fake News Coupe du monde. Non, personne n’est entré sur le terrain de Portugal-Uruguay avec un drapeau LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Grip an evned : en Il-ha-Gwilun bremañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Société

Arc’hant tud Il-ha-Gwilun foranet da souten raktresoù en… Afrika !

Découvrir l'article

Société

Rennes. Trois candidats aux élections régionales ont débattu de la famille

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.