Deuet eo er-maez niverenn 476 Al Liamm

Publicité
Setu erru an hañv ha niverenn nevez Al Liamm gantañ !
Kregiñ a ra an niverenn-mañ gant div varzhoneg. Kaset e vezer dre soñjoù du Magali Baron e Kantik an delezioù ha war hent Ar Redadeg ! gant entan Gwenola Kerrain.
Trompilhoù ar vrud a vo kanet e brezhoneg a-drugarez da Vark Kerrain, diwar ganaouenn vrudet Georges Brassens.
Ar vrud, just a-walc’h, eo an hini a vez tamallet e danevell Denez Bodat, Baleadenn ouzh skleur al loar. Skrijus ha didruez e c’hall ar vrud bezañ pa dro da fall. R. J. Kernoa a gont deomp, en he danevell Distro ar marc’h, istor Loeiz o vont da gerc’hat e varc’h bet rekizet e-pad en eil Brezel-bed gant an Alamaned. Distreiñ a raio gant e varc’h Pilo, met gant ur souezhadenn all, unan hag a hejo eñvorennoù a glaske ankouaat.
Kenderc’hel a ra gant Deizlevr ur chaoker soñjoù – Mae-Ebrel, gant Riwal Huon. Ur preti war an aod e deroù an hañv, ur pred aozet gant tud ur gêriadenn… pep degouezh boutin, ordinal, a zo un digarez da sellet ouzh ar vuhez.
Gant Dewi Siberil ez eer war roudoù Ar Redadeg 2028. Ni eo ar brezhoneg ! a ziskouez deomp pegen gwan e c’hall bezañ ar pezh a soñj deomp bezañ gounezet war dachenn ar stourm sevenadurel.
Ur stourmer dibleg ha didrouz a oa eus Loic Corlouer, aet da Anaon e miz Ebrel 2026. « En eñvor Loic Corlouer » zo bet skrivet gant Herve Bihan, mignon bras dezhañ.
Katell ha Glenmor, sed aze pezhig-c’hoari fonnus, farsus ha fromus Goulc’han Kervella, bet skrivet goude ur pennad-kaoz gant ar varzhez marvet e 2024.
Lakaet e vez ac’hanomp da brederiañ war stad an traoù etre Breizh (hag ar rannvroioù all) hag ar Stad c’hall. Frañs : pemp trec’h un adkreizenniñ didrouz ? a oa bet skrivet gant Gérard-François Dumont evit ar gelaouenn Population & Avenir, ha troet evit Al Liamm gant Herve Latimier.
An holl a anavez Anatol ar Braz (1859-1926). Evit lidañ kantvet deiz-ha-bloaz e varv e vez lâret deomp gant Herve Bihan perak e oa ken pouezus e labour, evitañ e-unan hag al lennegezh vrezhonek war un dro.
Echuiñ a ra an niverenn gant an Heklev Sevenadurel evel kustum. En « A-dreuz lenn » ha Petra nevez ? e vo kavet un toullad skridoù-barn ha keloù ar vro en Notennoù.

Evit koumanantiñ da Al Liamm

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Deuet eo er-maez niverenn 476 Al Liamm”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Anvezet eo bet ganin Al Liamm pa Ronan Huon a oa ar Mestr! En amzerioù-se plijadur am ‘oa da lenn ar gazetenn se. Bremañ ne gavan nemet troidigezhioù, sotinioù a bep seurt skrivet war mod ar glupuch Roazhon e pelec’h morse eo bet komzet brezhoneg araok avielourien an Ofis.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

CROZON, Environnement, Loudéac, Santé

Bretagne : les alertes sur la qualité de l’eau se multiplient

Rugby, VANNES

RC Vannes : les cinq départements de la Bretagne historique à l’honneur au SuperSevens

ecosse2

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, International, Patrimoine

Ecosse : 8,25 millions de livres sterling pour la création d’archives du patrimoine gaélique sur l’île d’Harris

A La Une, Santé, Sociétal

Canicule : une forte surmortalité enregistrée en Bretagne en juillet

combourg

COMBOURG, Dol de Bretagne, Patrimoine, ST-MALO

Ille-et-Vilaine : une chasse au trésor numérique pour redécouvrir le patrimoine

E brezhoneg, Local, Penmarc'h, Social, Sociétal, Société, Tourisme

E Bro-Vigouden, ar gaochisted a-enep an douristed met evit muioc’h a repuidi !

E brezhoneg, Immigration, Justice, Société

Radio France : ur gwazour surentez a vefe tost d’an islamourien tchetchen !

E brezhoneg, Immigration, International

Ul levrig hag a zispleg « penaos chom hep gwallañ ar merc’hed » roet gant ar gouarnamant RU d’an enbroidi

Tourisme

Économie locale : le boom discret mais lucratif des « Love Rooms » en Bretagne

A La Une, Rugby, Sport

Rugby : le RC Vannes lance sa saison ce vendredi à Guingamp face à Pau, avec 6 recrues titulaires

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Embannet eo bet « Al Liamm » nevez

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Gwalarn, 100 vloaz zo…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Deuet eo er-maez niverenn 460 Al Liamm !

Découvrir l'article

Tribune libre

Il y a 20 ans sortait « l’anthologie de la littérature bretonne » par Favereau. Oui mais… [l’Agora]

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.