Aet eo Erwan Vallerie d’an anaon. Arbennigour war an anvioù-lec’h eus Breizh e oa eñ.

Eus Montroulez e oa e vamm (Simone Cavalan hag a ouie brezhoneg) hag eus Roazhon e oa e dad, ar jeneral aet da rezistant Pierre Vallerie. Yvon-Gildas « Erwan » Vallerie a ouestlas e vuhez d’e vro : Breizh. Paotr ar Celib e savas ar gazetenn Sav Breizh gant Yann Choucq e 1969 hag ar memes bloaz e savas Skoazell Vreizh gant Yann Choucq, Alain Guel ha Gwenc’hlan Le Scouëzec evit souten rezistanted an FLB kaset d’ar bidouf.

Goude-se e pledas gant an anvioù-lec’h eus Breizh betek dont da vezañ arbennigour war ar sujed. Er bloavezhioù 90 e tapas un doktorelezh war an danvez-mañ hag eñ sterner uhel e EDF. E 1995 eo bet embannet e bikol « Traité de toponymie historique de la Bretagne », diwar e dezenn, hag a zo atav un oberenn da zaveiñ dezhi.

E 2003 e voe embannet « Ils sont fous ces bretons » diwar e bluenn. Ha berzh a reas gant al levr-mañ. 100 000 skouerenn a zo bet gwerzhet.

Ur broadelour feal e oa Erwan Vallerie. Pevar bugale en doa hag un aridennad a vugale vihan. Marv eo en e 78vet vloaz.

Kenderv mod Breizh e oa Erwan Vallerie d’hor penn-redaktour Yann Vallerie. Eus norzh Roazhon eo ar familh (Sen, Henwig-ar-C’houenon) ma’z eus…. un anv-lec’h anvet « La Vallerie » ! Ra vo skañv douar Breizh evitañ.

Ardamez ar familh Vallerie e Sen (35)

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Aet eo Erwan Vallerie d’an anaon”

  1. Ph. J. dit :

    Lec’hanvoniour pennañ Breizh oa Erwan Vallerie. Ur braset a goll eo evidomp.
    Gourc’hemennoù d’e diegezh ha d’e geneiled.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, LORIENT, Société

An Oriant : ur skol divyezhek etre ar c’hrog hag an diskrog

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Penc’herieg (44) : muioc’h-mui a diez laeret !

Découvrir l'article

BREST, CARHAIX, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Ar familh Caro dirak al lez-varn evit difenn anv-bihan o mab : Fañch

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Société, Vie Pratique

Goude ar gouelioù, ur banne Kefir bemdez evit kavout ar yec’hed

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Education, Société

Hag ul levr wok ouzhpenn e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Local, LORIENT, Patrimoine, Politique

Hennebont (56) : le niveau 4 de la charte « Ya d’ar Brezhoneg » signé !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hag ho po un tamm propaganda ouzhpenn ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Tribune libre

Ur vroadelouriezh vreizhat nevez da ijinañ [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.