Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Aet eo Erwan Vallerie d’an anaon. Arbennigour war an anvioù-lec’h eus Breizh e oa eñ.

Eus Montroulez e oa e vamm (Simone Cavalan hag a ouie brezhoneg) hag eus Roazhon e oa e dad, ar jeneral aet da rezistant Pierre Vallerie. Yvon-Gildas “Erwan” Vallerie a ouestlas e vuhez d’e vro : Breizh. Paotr ar Celib e savas ar gazetenn Sav Breizh gant Yann Choucq e 1969 hag ar memes bloaz e savas Skoazell Vreizh gant Yann Choucq, Alain Guel ha Gwenc’hlan Le Scouëzec evit souten rezistanted an FLB kaset d’ar bidouf.

Goude-se e pledas gant an anvioù-lec’h eus Breizh betek dont da vezañ arbennigour war ar sujed. Er bloavezhioù 90 e tapas un doktorelezh war an danvez-mañ hag eñ sterner uhel e EDF. E 1995 eo bet embannet e bikol “Traité de toponymie historique de la Bretagne”, diwar e dezenn, hag a zo atav un oberenn da zaveiñ dezhi.

E 2003 e voe embannet “Ils sont fous ces bretons” diwar e bluenn. Ha berzh a reas gant al levr-mañ. 100 000 skouerenn a zo bet gwerzhet.

Ur broadelour feal e oa Erwan Vallerie. Pevar bugale en doa hag un aridennad a vugale vihan. Marv eo en e 78vet vloaz.

Kenderv mod Breizh e oa Erwan Vallerie d’hor penn-redaktour Yann Vallerie. Eus norzh Roazhon eo ar familh (Sen, Henwig-ar-C’houenon) ma’z eus…. un anv-lec’h anvet “La Vallerie” ! Ra vo skañv douar Breizh evitañ.

Ardamez ar familh Vallerie e Sen (35)

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Aet eo Erwan Vallerie d’an anaon”

  1. Ph. J. dit :

    Lec’hanvoniour pennañ Breizh oa Erwan Vallerie. Ur braset a goll eo evidomp.
    Gourc’hemennoù d’e diegezh ha d’e geneiled.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Environnement, Immobilier

Perak n’hall ket mui kumunioù zo dereiñ aotreoù sevel ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky