
Bez e vez klevet brezhoneg er radio a-drugarez da RKB avat. Ha se zo plijus. Un drugar bop mintin !
Er foarioù hag e stalioù eus straed ar Marne gwechall e veze klevet brezhoneg partout. Bremañ e vez klevet galleg met ivez saozneg hag abaoe nebeut e vez klevet arabeg ha roumaneg.
Arabeg ha roumaneg abalamour d’ar labouradegoù agro hag az a d’ober o marc’had a labourerien en estrenvro. Gant ajañsoù interim ispisializet o tegas kamionadoù a labourerien eus ar Maghreb pe eus ar Roumani hag az a da labourat evit netra a-walc’h noz-deiz er labouradegoù.
Ha ni Bretoned a zo aloubet, ramplaset. A-benn nebeut n’eo ket mui brezhoneg a vo klevet war RKB, roumaneg hag arabeg ne lavaran ket.
Muioc’h-mui a vrezhoneg a vez gwelet war ar panelloù kêr, war ar panelloù hent, se zo gwir ha tout se zo bet lakaet e plas gant ar maer Guillaume Robin (eus an tu-kleiz). Mersi bras dezhañ !
Met, war un dro, e vez gwelet muioc’h-mui a estrañjourion e Rostrenn. Ar wech-all e oa tout un tropad o straniñ dirak ti Frou Frou, bali Gambetta…
A-raok e serrfen ma baiplu em befe c’hoant da glevet brezhoneg c’hoazh e straedoù kêr ma bugaleaj ha n’eo ket galleg, saozneg, roumaneg, arabeg pe forzh peseurt yezh estren all.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..