Kanada : ar skolaj kentañ e gouezeleg a vo digoret e Nova Scotia

A LA UNE

Abaoe deroù ar XVIIIvet kantved, tudigoù eus an Highlands hag an inizi Hebridez o deus graet o annez e Nova Scotia, un enezenn war-dal ar C’hanada. En holl e vefent bet 15 000 o treuziñ ar mor. Ha kaset gante o yezh, ar gouezeleg. Hiziv e vez komzet c’hoazh gouezeleg gant o deskinnidi e Nova-Scotia ha pa ez a implij ar yezh war-zigresk. Kentelioù gouezeleg a zo e 60 skol kentañ derez eus an enezenn.

Divizet eo bet ar miz-mañ sevel ar skolaj kentañ e gouezeleg gant gouarnamant emren Nova-Scotia. Beinn Mhabu a vo e anv. $1,92 milion a vo lakaet er raktres. Ul leandi kozh a vo renevezet evit reiñ bod d’ar skolaj. Met ouzhpenn ur skolaj a vo er savadurioù. Ur radio holl-c’houezelek hag ur chomadenn arzour a vo ivez. Sevel ur « pol ar gouezeleg » nevez evit ar yezh hag ar sevenadur eo pal ar raktres.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

BHL et BZH contre Zemmour [L’Agora]

Bernard-Henri Lévy n’aime pas Éric Zemmour. Et le reproche le plus terrible qu’il trouve à lui adresser est : « Zemmour...

Un roi sans divertissement, roman de Giono, adapté en BD

Après Le Chien de Dieu, biographie de l’écrivain Céline, et Nez-de-Cuir, célèbre roman de Jean de La Varende, Jean...

Articles liés