Hervé Morin evit ma vefe anavezet an normaneg

A LA UNE

E-touez ar yezhoù rannvro, darn anezho a zo anavezet gant an deskadurezh stad ha darn n’int ket. E Breizh, hon div yezh, brezhoneg ha gallaoueg, a zo anavezet met e Normandi hag e Flandrez n’eus ket droad, sañset, reiñ kentelioù normaneg pe flandrezeg-ar-c’hôrnog er skolioù rak n’emañ ket an div yezh-se er C’hod an Deskadurezh.

Difenner an normaneg ma’z eus unan, Hervé Morin, prezidant ar rannvro Normandi, a zo o paouez skrivañ da Emmanuel Macron evit ma vefe anavezet an normaneg gant an deskadurezh-stad. E-se e c’hello yezh hon amezeien profitañ eus al lezenn Molac war ar yezhoù rannvro, dreist-holl evit a sell ouzh ar skolioù. Plijout a rafe da emsaverien an normaneg kinnig kentelioù o yezh e skolioù kentañ derez zo.

30 000 norman a gomz normaneg hag ofisiel eo ar yezh war enez Jerze.

Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Bordeaux. Château l’Escart : le retour du fruit

Propriété conduite sous le régime de la biodynamie, le château l’Escart signe des vins au fruit plantureux et à...

« Pages arrachées au livre de Satan », chef d’œuvre de Dreyer, a 100 ans !

Davantage connu pour La Passion de Jeanne d’Arc, Carl Theodor Dreyer a réalisé il y a tout juste un...

Articles liés