Setu unan all !
D’ar 15 a viz here ez eus bet votet ur gouestl ouzhpenn evit Breizh adunvanet gant kuzul rannvro Breizh. A-unvouezh eo bet votet, ar pezh a dalv eo bet votet ivez gant ar guzulierien RN. N’eo ket fall dija !
Votet ez eus bet ivez krouidigezh ur seurt “komite Theodule” hag a vo fiziet ennañ da “aozañ kendivizoù publik” diwar-benn an Adunvanidigezh hag “ur votadeg sitoaien” anez komz eus “ar studiadenn skogañ”. Feiz doue ! “Nihil novi sub sole !” siwazh a lavaro ar re fur…
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine