Tremen fred etre Bro-C’hall hag Iwerzhon : +70% abaoe miz gwengolo !

Ur c’hresk a 70% en deus graet an tremen fred etre Bro C’hall hag Iwerzhon abaoe miz gwengolo ! « Abalamour d’ar Brexit » eme arbennigourien an treuzdougenn vor.

Siwazh n’eo ket Breizh a brofito eus ar c’hresk-se, an Normandi ne lavaran ket ! Adal an 12 a viz du e vo roet lañs d’ul linenn nevez etre an Havr Nevez e Normandi ha Rosslare e Bro-Iwerzhon gant Brittany Ferries. Ur mont-ha-dont bep dibenn-sizhun.

Ur c’hresk heñvel (+70%) he deus graet al linenn Rosslare-Bilbao ivez ar bloaz-mañ e-keñver 2020.

E keit-se emañ Breizh o sellet ar biggi o tremen dirak beg e fri. Perak ? N’he deus hor bro tamm gallout ebet evit kaout pouez en divizoù etrebroadel, anat.

https://www.bretagne-economique.com/actualites/transport-maritime-brittany-ferries-ouvre-une-ligne-de-fret-entre-le-havre-et-rosslare

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS