Argantred-ar-Genkiz (35) : un diferad a-enep ar rodeoioù

Publicité

Betek e Argantred-ar-Genkiz (4 500 anneziad) e Bro-Gwitreg ez eus rodeoioù ! E Jardrin an Hill, ar familhoù a vez direnket gant tud yaouank war o skouter o c’hoari an Daltoned, diouzh anv ar strollad hailhoned eus Lyon. Ur park anavazet mat e Argantred-ar-Genkiz eo Jardrin an Hill ha plijout a ra d’ar familhoù mont da gantren ennañ dreist-holl er mare-mañ m’emañ tomm-berv an amzer. Met ne vern, tud yaouank a fell dezho ober evel er bannlevioù ha kammigellat etre ar valeerion. Betek ken a vo lazhet ur bugel gant ul lañfre bennak !

D’an 29 a viz even e voe embannet un diferad gant an aotrou maer Jean-Noël Bévière : echu gant ar rodeoioù ! Difennet groñs eo d’ober rodeoioù e Jardrin an Hill hiviziken hag e pep lec’h er gêr. Paotr ar c’hustum a zo o fatrouilhat er Jardrin o tisplegañ d’ar re a fell dezho c’hoari gant o c’hwiloù-tan emañ echu gant ar sotonioù bremañ.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.