Felger (35) : Daou zealer war dec’h a vennas lazhañ ur familh

Publicité

Dimeurzh dremenet, tro 11e noz, etre Felger ha Yaoueneg, setu skoet ur c’harr-tan gant unan all. Netra ispisial aze, ur gwallzarvoud re-bar d’ar re a zo bemdez war an hentoù.

Ur c’houplad hag ur bugel en e 11 vloaz a zo bet skoet gant ur wetur all a zeue enep-red. Gloazet int bet un tammig met dreist-holl o deus bet ur c’horfad spont. Met perak ‘ta e oa ar c’harr-tan-se enep-red ? Peogwir e oa daou drafikour dramm war dec’h enni. War dec’h abaoe ma zo bet klasket kontroliñ anezho e post gwir-treizh ar Gravel, etre Breizh ha Bro-C’hall. Digoret o deus hent gant o c’harr-tan ha yao, an archerien war o lec’h !

Ur wech erruet e Felger e klaskas ar soudarded lakaat ur stops sticks war an hent evit toullañ o fneuioù. Ne vern, tremen a reas memestra an daou lampon ha pa’z eo bet toullet ur pneu dezho. A-benn ar fin e voe fin an hent evito un tamm pelloc’h pa skojont ouzh karr-tan ar familh goude bezañ troet tro-dro d’ur c’hroaz-hent tro en tu-kontrol. Eüruzamant n’eo ket bet lazhet den ebet met tremenet eo bet ku-ha-ka.

Anavezet mat gant ar polis e oa an daou hailhon.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Breaking Bad e Bro Gwenrann

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Sociétal, Société

Felger : nullet eo ar « boum e kemmesk choazet » met…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : daou garr-tan aet da ludu (c’hoazh !)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Goueled-Goulen (44) : difennet eo ar protoxid azot war ar gumun

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.