Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Felger : ar jipsianed a chomo war ar roudenn roller

Abaoe sizhunvezhioù emaint o chom war rodenn roller ar greizenn Paron eus Felger,  : “ar meuriad jipsianed a chomo war ar roudenn !”, setu ar pezh a zo bet divizet gant lez-varn melestradurel Roazhon !

Fellout a rae d’ar prefed skarzhañ anezho koulskoude met gouzout a oar an dud-se en em zifenn…ha pa vefe dirak al lezioù-barn ! Hag ar jispianed eo a ziviz pegoulz ez int kuit ! Embannet eo bet ganto e asañtint troñsañ o stal e miz meurzh 2023 ha pas a-raok ! Hag e ranko an dud eus Felger plegañ d’o c’hoant !

Da c’hortoz n’eo ket mui ar re yaouank evit ober roller war ar roudenn. Memestra evit ar c’hlub archerien. Bugale ar skolioù tost, ar c’hoarierien mell-droad, an neuñvierien, hag all… a zo lakaet diaes gant se ivez.

Met gwelloc’h zo : A-benn fin ar gont e ranko ar prefedi reiñ 1000€ d’an dermajied ! Setu ar pezh a zo bet divizet gant al lez-varn. Hag int n’o deus ket paeet o breutaer memes peogwir o deus droad da gaout ar skoazell barnerezhel !

13 kavaravanenn ha kement-all a girri-tan a zo war ar roudenn roller abaoe sizhunvezhioù. A-raok en em staliañ eno o deus forset ar gloued. Met ne vern, n’eo ket int a blego d’al lezenn, ar c’hontrol ne lavaran ket !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Felger : ar jipsianed a chomo war ar roudenn roller”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Tud al lezvarn brein !

  2. Patrick Yves GIRARD dit :

    Brein ew tud al lezvarn !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, FOUGERES, Local, Société

Skolaj Gandhi e Felger : REP pe get ?

Découvrir l'article

FOUGERES

Mobilisation à Fougères pour sauver une classe maternelle menacée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Otoioù pulluc’het e Felger/Foujër : peder ouzhpenn an dibenn-sizhun-mañ !

Découvrir l'article

FOUGERES

Fougères (35) : une lycéenne réussit à filmer son harceleur sexuel

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : ur c’hamp termajied tro-dro d’an iliz Saint-Joseph

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Dinan : div dermajiez a sko gant ur plac’h yaouank a 15 vloaz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société, ST-NAZAIRE

Butun hag otoioù laeret e Breizh hag e Bro-C’hall, termajied serret e Liger-Atlantel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : tan er radarioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : ar pod-espern laeret en ur preti gant laeron “eus ar reter”

Découvrir l'article

FOUGERES

Un homme de 29 ans condamné pour séquestration et violences à Fougères

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky