Korsika : (Hanter) dibrizonet eo bet Pierre Alessandri ! [Video]

Ezel eus ar c’homando Erignac e oa Pierre Alessandri. Broadelour korsad anezhañ e voe kondaonet e 2003 da vezañ toull-bac’het hed e vuhez. Gellet a rae bezañ dibrizonet abaoe 2017 goude 18 vloaz pell eus e re met ne felle ket d’ar justis gall leuskel anezhañ da vont kuit. Dilun vintin eo bet hanter dibrizonet. Mont a raio da labourat er-maez ag an toull-bac’h e-pad an devezh ha dont a raio da gousket d’e log e-pad an noz. A-benn nebeut e ouio Alain Ferrandi, penn ar c’homando anezhañ (sañset) ma vo laosket da vont d’e dro.

Crédit photo : tapadenn-skramm France 3 Korsika

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS