Sant-Nazer : dramm hag armoù e-barzh e gav, an drafikerien barizian a sko gantañ

Deuet eo Sant-Nazer da vezañ ur gêr grignet gant an trafikañ dramm. Un den hag e familh a ra annez e karter Prezegat e miz eost 2019. Anavezet eo ar c’harter-mañ evit bezañ “kêr drogach”, gant trafikerien o tont eus bannlevioù parizian.

Kerkent ha staliet ez a ar paotr da furchal en e gav. Ha petra a gav ennañ ? Armoù, dramm, kartouchennoù, … Ur gwir doull evit an drafikerien dramm hep feiz na reiz hag a zo mestr war ar c’harter.

Pellgomz a ra kerkent d’ar polis, ha setu e fazi ! Un hanter-eurvezh war-lerc’h setu trafikerien o tegouezhout en e ranndi hag o skeiñ gantañ par ma c’hellont. Ur gwir vazailhat ! Ur vazh base-ball a vo torret war e vrec’h zoken !

Erru a ra ar polis ha serret an trafikerien. E-barzh ar c’hav e vo kavet 768 gr a gokaïn, da lavaret eo 53 000€ !

Barnet eo bet lodenn gentañ ar vandennad e miz gouere 2022 ha d’an 28 a viz c’hwevrer e voe tro ar re all. Meur a venneg a zo ar o roll lez-varn dija, o breutaer a zo e rannvro Paris…. N’eo ket Breizhiz a ouenn vat ar re-se, se zo sur.

A-benn ar fin int bet kondaonet da bevar vloavezh toull-bac’h.

Etretant eo bet “adkemeret” an trafikañ dramm e karter Prezegat, “kêr drogach”, gant ur strollad all…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS