Karavanennoù e Kerbod (44) : ar maer fuloret !

D’al lun 29 a viz mae en doa bet maer Kerbod, e Bro-Vaez, ur souezhenn eus ar re zisplijusañ : termajied o doa staliet o c’haravanennoù war tachenn sport ar gumun ! Torret ar gleud ganto ha zao ! N’o deus ket goulennet tamm aotre ebet evel just. Dispaket an teltennoù, diskarget ar mekanikoù da walc’hiñ ha kroget gant ar jabadao noz-deiz ! Tampir evit an amezeien !

Hag evel just o deus luget o c’haravanennoù war ar rouedadoù dour ha tredan foran, ar pezh a dalv e vez paeet tout gant tud Kerbod !

A-benn an 31 a viz mae e ranko an dermajied bezañ tec’het kuit. Un dachenn a zo miret evito e Kastell-Briant.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS