Sant-Nazer : krogad etre poliserien ha trafikerien dramm er Bouletterie

Publicité

Emañ kêr Sant-Nazer o vont da rip. An trafikañ dramm, an disurentez a zo o vreinañ spered ha kalonoù Nazeriz. Kement ha kemer ur skouer : karter ar Bouletterie. Deuet eo da vezañ hini an trafikoù a bop sort. N’hall ket mui ar poliserien mont ‘barzh hep bezañ taget gant hailhoned hag a zo hardizhoc’h-hardizhañ. D’an 08 a viz du e klaskas ar boliserien diskenniñ kalonek d’an 23 alez Barbara. Anavezet mat eo ar chomlec’h-mañ e Sant-Nazer evit bezañ ur lec’h ma vez hailhoned o werzhañ kaoc’h noz-deiz.

Kerkent ha erruet e penn an alez e krogas ar gederien da huchal. « Chouf chouf wesh wesh ». Ha setu an drafikerien hag ar gederien oc’h en em strewiñ er seizh avel. Eüruzamant, un dealer a risklas war al leton gleb ha daou d’ar bidouf ! Drogach a oa gantañ.

Met a-raok kas anezhañ d’ar c’homiserdi o deus ar boliserien bet braoz ouzh e gomperien. Hag int o chetañ mein gant ar c’hargidi ! Hag an dealer paket o c’hoari ar sac’h goulo (« ha ne chom ket en e sav » evel ma ouarit) evit lakaat diaes ar boliserien. A-benn ar fin e rankjont ober gant o LBD ha grenadennoù dic’hronnañ.

Kondaonet eo bet ar paourkaezh choig, ur penn-dramm  anezhañ, da prederiañ e-pad bloaz war e damm buhez truezus e toull-bac’h Naoned gant lez-varn Sant-Nazer.

Hag e-keit se emañ e gomperien o kendalc’her gant an trafikañ d’an 23 alez Barbara ha tro-dro !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.