Roazhon : fuzuilhadeg e Cleunay, Afrikaniz serret e Naoned ha Roazhon

Estreget ar suporterien mell-droad a zo brezel etreze etre Roazhon ha Naoned, etre an trafikerien dramm eus an div gêrbenn Breizh ivez ez eus gregon da lodennañ war a seblant.

D’an 13 ha 14 a viz c’hwevrer e oa otoioù glas-gwenn-ruz e karterioù zo eus Roazhon ha Naoned. An SIPJ, ar BRI, ar Raid mui servijoù all a oa war ar pont, an holl oa bet galvet evit serriñ tud hag o defe kemeret perzh er fuzuilhadegoù o doa tarzhet e karter Cleunay, e Roazhon, e fin 2023. Etre an 8 hag ar 14 a viz kerzu e oa bet teir fuzuilhadeg ma voe gloazet tud anavezet mat gant ar servijoù polis.

A-benn ar fin e voe serret pevar den : daou e Naoned, unan e Hierig, unan all e Roazhon hag an hini diwezhañ en… toull-bac’h ! Hervez Philippe Astruc anezhañ prokulor ar Republik eus Roazhon, « unan eus an dud serret a zo Kongolad-Angolad, daou a zo Ginead ha daou all gall a vroadelezh. D’ar 25 a viz meurzh e vint barnet. Da c’hortoz emaint en toull-bac’h.

Evel just ez eus ul liamm etre ar fuzuilhadegoù hag an trafikañ dramm, ur vandenn he defe klasket ober he c’hont d’ur vandenn all.

Ha padal, hervez an « doxa » ofisiel n’eus tamm liamm ebet etre an enbroerezh hag an disurentez.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, International

Tri Breizhad war vourzh ur vag eus SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Social, Société

E Sant-Pêr-Raez, ur preti en deus fardet ha profet ur « soubenn gengred » d’an 31 a viz kerzu

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Le Mag', NANTES

Nantes. Voix bretonnes 2026 : chants et contes au Château des ducs de Bretagne en janvier [Vidéo]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Ar « skwat kadioù », sotoni nevez an tu-kleiz er gourmarc’hadoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Pirc’hirined breizhad a zo erruet e Roma

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.