Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

An Trebal atav hag adarre ! E Sant-Nazer e anav an holl ar c’harter-mañ deuet da vezañ « kêrdramm » e-korf un nebeut bloavezhioù. Dav eo lavaret n’eus ket mui bretoned o chom en Trebal bremañ, « poblañsoù all » ne lavaran ket.

Er c’harter-mañ, d’ar 16 a viz eost, e oa ar boliserien o rodal evit ar 14vet gwech abaoe miz penn-kentañ miz gouere. C’hoant ganto terriñ an trafikañ dramm, atahinañ an drafikerien, betek o skarzhañ eus an Trebal un deiz bennak. Pa vo ur gwir bolontez bolitikel.

An deiz-se, bepred, o deus serret un den eus Evry, e banlev parizian, o trafikañ gant un den all. Un ugent bennak a pratiked a oa o c’hortoz o dozenn memestra hag an daou ganfard a rae o micher !

Dirak lez-varn Sant-Nazer ez a ar Parizian ‘barzh blev kriz : « N’en deus ket gounezet an arc’hant a oa en e loueroù gant an trafikañ dramm », hervezañ. Forzh penaos « e vev gant 1000€ bep miz ». Hag ar c’hanab hag ar boultrenn wenn a oa gantañ ?

Klasket en deus e vreutaer arguzenniñ evit ma vefe ket kaset d’an toull-bac’h met daou venneg evit trafikañ dramm a oa war e roll lez-varn, n’eur ket sur eus e identelezh (gall a vroadelezh eo ?),… e oa re bounner e sac’h. A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Vañde : 1000 anneziad hag un trafikour dramm !

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Local

Dinan : Tennoù er site Bretonnière

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Dale oa gantañ da vont d’ar voskeen, teurel a ra ur sac’hadig heroïn dirak ar boliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky