Achu ! Skuizh eo an dud gant-se. Skuizh skuizh skuizh. E Pondi evel e lec’h all n’o deus foutr-kaer an dud eus « lazhadeg Sharpeville e 1960 » pe me oar, gwellout a reont o straedoù aloubet hag ar merc’hed dindan an aon pa vezont er-maez diouzh noz ha pik achu. Met ne gompren ket an UDB an dra-se. Emañ ar strollad emrenour eus an tu-kleiz en e ved, bed ar gaochism, bed ar re vouzar ha dall. Bed ar re « n’o deus ket c’hoant da welet ar pezh a welont ». Stankañ e zaoulagad betek ar fin.
Setu Soizic Perrault arruet e penn ti-kêr Pondi neuze. Ar stur ganti. Gouzout a ra mat pelec’h emañ ar gudenn e Pondi : an disurentez. Ha deus pelec’h e teu an disurentez-mañ.
Penaos e c’heller « dizembroidiñ » ur gêr a 15 000 anneziad ? Dav e vo Soizic Perrault marc’hata gant ar prefeti hag a gas tud da Bondi, evit distoc’hañ Gwened hag An Oriant, pe Paris memes; ha dav e vo dezhi marc’hata gant ar batroned ivez. Kar e Pondi eo ar batroned hag an agroboued hag a zegas er vro doare tud zo. Harpet gant ar CGT evel just, dreist-holl hini Pondi hag a zo wok penn-da-benn.
Chañs vat da Soiziv Perrault kar labour zo. Ha gouzout a ra moarvat ne servijo da netra goprañ poliserien kêr ouzhpenn ma ne vez ket « serret ar rañvelloù » da gentañ.
Kontañ a ra tud Pondi war Soizic Perrault. Arabat dezhi o c’herseiñ !
Ha ma teu a-benn Soizic Perrault da lakaat reizh war kêr Pondi, evit ma « vefe Pondi en-dro », e servijo da skouer evit kerioù all. Kêrioù ken aloubet ha Pondi e Breizh hag e Bro-C’hall.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.