LFI, ur strollad ha n’eus ket anezhañ e gwirionez ? Afi dam ! Bez ez eus ur mekanik diabarzh hag a zo dindan dorn Mélenchon. Met n’eo ket hemañ e-unan da vezañ mestr war ar strollad hag an holl is-strolladoù az a d’ober LFI. Evit sevel an emsav, en deus en em harpet war ar POI, ar strollad lambertour kozh, bet advadezet meur a wezh. Lik da vat, frañmasoñ, jakobinour eus an tu-pellañ, ar POI a zo ur gwir dañjer evit Breizh. Evel boaz gant ar lambertourion e vez renet LFI dre guzh gant ar POI. Arabat gwelet anezhe ! En em silañ a reont en holl liveoù hag e profitont eus al lec’h evit kaout krog war an emsaverien hag ar mekanik diabarzh. Ur gwir vosenn ! An holl re o deus bet broaz gant seurt tud a lavar ar memes tra : ober a reont o zraoù dre guzh, gant aked evit kemer ar c’hontrol eus forzh peseurt strolladig e vefent e-barzh.
Jérôme Legavre, kannad LFI ar Seine Saint-Denis a zo ezel eus ar POI da skouer.
Ur gazetenn o deus lambertourion ar POI : Informations Ouvrières an hini eo. Ha war Informations Ouvrières e vez anv ingal eus ar BSW (Bündnis Sahra Wagenknecht – Für Vernunft und Gerechtigkeit), ar strollad alaman eus an tu-kleiz pellañ a-enep an enbroerezh. Anv zo anezhañ er mare-mañ gant trec’h an AFD e Saxe-Anhalt. D’an eur ma skrivomp al linennoù-se he deus Sahra Wagenknecht, penn ar BSW anezhi, kinniget d’an AFD skoulmañ un emglev gant he strollad. An daou a zo a-enep ar Ramplasiñ Meur, ar BSW evit abegoù sokial hag ekonomikel. Hervez a lavare Karl Marx, ar lupen-proleteriat a bouez war ar goproù, evit ma vefent izeloc’h-izelañ.
Hag ar POI en dez komzoù dous ha loavus evit ar BSW. Ingal doue. Aterset zo bet pennoù bras ar strollad gant ar gazetenn Informations Ouvrières da skouer. Ar pezh a c’hell bezañ souezhus met pa vez gouvezet ken teurt e c’hell bezañ spered ar lambertourion n’eo ket ken souezhus se…
Dedennus e vo da lenn ar pezh a vo lavaret diwar-benn an danvez-emglev a zo war ar stern etre an AFD hag ar BSW war Informations Ouvrière en niverenn kentañ, ‘gav ket deoc’h ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.