
Loezherieg (35) : distrujañ ur c’hoad evit sevel ur park foto-voltaek
Ha kollet en deus minister an ekologiezh e skiant vat (adarre) ? Ur gumun eus Bro-Felger eo Loezherieg. Enni e fell d’ur gompagnunezh prevez sevel ur park foto-voltaek war lec’hienn ur vengleuz kozh : hini Montbelleux. E 1983 e oa bet serret ar vengleuz-mañ. Abaoe o deus kresket gwez ha plantoù tro-dro d’ar savadurioù kozh, ken ez eus ur c’hoadig