Peseurt dazont evit ar yezhoù rannvro e Bro-Frañs ?

Setu ur video-brezegenn hag a vo dedennus hep mar ebet : « Yezhoù rannvro e Bro-Frañs. Penaos emañ an traoù, peseurt dazont evito ? ». Dilun a za e vo dalc’het war internet (22 a viz c’hwevrer) adal 6e30 GM.

Frédérique Espagnac, anezhi senedourez PS euskarad a gemero perzh er brezegenn. Anavezet eo abaoe pell evit difenn an euskareg hag ar brizonidi bolitikel euskarad (gwreg Jean-Baptiste Lemoyne eo hag a zo sekretour stad er gouarnamant Castex).

Paul Molac, anezhañ kannad pastell-vro reter Morbihan, paotr ar yezhoù rannvro ma’z unan, a lavaro e soñj ivez. Kinniget zo bet gantañ un danvez-lezenn evit ar yezhoù rannvro er parlamant. Emañ ar gannaded o prederiañ warni c’hoazh.

Ha neuze Joaquim Nadal, bet ministr ar gouarnamant katalan, maer Girona ha daneveller al lezenn war ar yezhoù e Katalonia. Ha ma’z eus ur skouer da heuliañ eo hini Katalonia evit a sell ouzh ar yezhoù rannvro.

Gant ar c’hazetenner Michel Feltin-Pallas e vo lusket ar video-brezegenn. E L’Express e labour hemañ ha bep sizhun e skriv ul lizher-kelaouiñ diwar-benn plas ar galleg hag ar yezhoù rannvro er gevredigezh a-vremañ. Ober berzh a ra al lizher-mañ e bed difennerien ar yezhoù rannvro rak ur lizher-kelaouiñ eus ar vegenn eo.

Gant ar gouarnamant emren katalan eo aozet ar video-brezegenn-mañ, seurt « soft-power » evit a sell ouzh ar yezhoù rannvro ha plas ar rannvroioù er Republik gall hag en Europa marteze…

Evit kemer perzh :

https://www.youtube.com/watch?v=HtQ8NevTYYM&feature=youtu.be

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Auto-Moto, Economie

Automobile : en 2025, les Français se replient massivement sur l’occasion

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal, Société

Les prix littéraires en langues régionales se multiplient

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Penaos e c’hell ur Breizhad kar-e-vro votiñ evit LFI ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Sociétal

2026 : entre lassitude, inquiétudes et fragile espoir, ce que révèle le grand sondage mondial d’Ipsos

Découvrir l'article

Economie, Informatique, Sociétal

Cyberattaques en série : Mondial Relay attaqué, les données personnelles des Français de plus en plus exposées

Découvrir l'article

Economie, Sociétal

Taxe émeutes : jusqu’à quand va-t-on accepter l’humiliation fiscale ?

Découvrir l'article

Economie, Environnement

Électricité : pourquoi les Français vont encore payer plus, après des années de sabotage énergétique

Découvrir l'article

Sociétal

Un meurtre toutes les sept heures : 2025, l’année où la violence a franchi un seuil en France

Découvrir l'article

Sociétal

Rivarol, Reynouard et la justice des pays vaincus

Découvrir l'article

Sociétal

Hausse de la criminalité : constater n’est pas comprendre

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.