Stredell (35) : Ur strollad a-enep ar gourmarc’had nevez

Publicité

D’an 10 a viz gwengolo en em dolpas un 200 bennak a dud e Stredell, e-kichen Gwitreg, war tachenn mell-droad ar gumun. Fellout a rae dezho sevel o mouezh a-enep ur raktres a gourmarc’had (1000 m²) nevez hag a zo sañset bezañ savet… war an dachenn !

Abaoe 2019 e klask ar vaerez staliañ ar gourmarc’had en he c’humun war-zigarez e vo muioc’h a labour e Stredell a-drugarez dezhañ. Ha padal ez eus ur c’hoksimarket e kreiz kêr, ar c’houplad a ra war e dro abaoe 13 vloaz a zo ankeniet gant seurt raktres met ne vern ! A vloaz da vloaz emañ ar gumun o kreskiñ ha mennet eo ar c’huzul-kêr da gaout « e » c’hourmarc’had dezhañ… hag a dalvezo da falc’h an Ankoù evit ar c’hoksimarket ha meur a stalig all eus  kreiz kêr Stredell, ken sur ha tra.

« Forzh petra ! » a respont ur strollad a dud anvet « Carton Rouge ». « N’emaomp ket pell eus Roazhon, Gwitreg pe Laval, e-lec’h ma’z eus forzh gourmarc’hadoù dija ». Hervez ar strollad « Carton Rouge » ez aio war-baouraat staliouigoù ar gumun gant seurt gourmarc’had.

Ur petision a zo bet lañset gant Carton Rouge.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.