Périgord : panelloù en okitaneg e pep lec’h !

En Okitania Veur emañ ar Périgord. Abaoe 1790 e kenglot mui pe vui gant departamant an Dordogne. Betek-henn ne oa ket kalz traoù bet graet evit yezh ar vro eno avat, met emañ an traoù o cheñch ken eo deuet “L’occitan, un tresaur per lo Perigòrd” da vezañ ger-stur ar c’huzul departamant !

Diriaou dremenet (23 a viz kerzu) eo bet embannet e vo staliet gant an Departamant panelloù mont-treoù kêr en holl gumunioù a c’houlenno anezho. Ha profet e vo d’ar 505 kumun dastumadenn glok kanaouennoù ar strollad Peiraguda hag ar c’hofrig CD az a ganti. Divizet en deus an departamant da lakaat  yezh ar vro en enor !

https://www.sudouest.fr/dordogne/dordogne-des-actions-en-faveur-de-la-langue-occitane-7453548.php?utm_term=Autofeed&utm_campaign=echobox&utm_medium=Social-Dordogne&utm_source=Facebook&fbclid=IwAR2goCtymWGE71JMsHkyk9rLEwFIAG7PUvga7CVE_G4-tdm0jdiK7ut-Pc0#Echobox=1640514005

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS