Miliadoù a gorsiz o tibunañ e straedoù Corti evit Yvan Colonna

Corse

Pegement e oant ? 15 000 hervez ar vroadelourion, 4 200 hervez ar polis, 8 500 hervez tud neptu : d’an nebeutañ e oa korsiz e fulor goude tagadenn Yvan Colonna en e doull-bac’h gant un islamour ha dibunet o deus a-viliadoù e straedoù Corti, o c’hêrbenn istorel, disul dremenet.
Emganioù a zo bet etre ar vanifestourion hag ar CRSed kaset ekspres-kaer eus Bro-C’hall d’an enezenn evit ar vanifestadeg. An deiz a-raok en doa klasket ar sindikad broadelour STC o herzel da zilestrañ eus ar vag.


« Statu Francese Assassinu » a oa skrivet er giton e penn ar vanifestadeg. Rak evit Korsiz n’eo ket un islamour hepken en deus peuz-lazhet Yvan Colonna, ur vañjañs stad ne lavaran ket.


Siwazh, etreget ar « vañjañs stad » a zo bremañ. N’omp ket mui er bloavezhioù 80 pe 90 zoken, bremañ ez eus un enebour all war douar Korsika ha douar Breizh : an islam, lañv an enbroaderezh, an Erlerc’hiañ Meur !


Ha trajedienn Arles a zigoc’henno daoulagad kement den a gKorsika war an enbroaderezh ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS