Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Kemper : daou vreur kondaonet evit bezañ skoet gant o mamm

Daou vreur eus Kemper, eus kumuniezh an dermajied anezho, a zo bet kondaonet d’an 19 a viz ebrel gant lez-varn Kemper evit bezañ skoet gant o mamm.

D’ar 16 a viz ebrel, tro teir eur vintin, e voe degemeret e komiserdi Kemper ur vaouez c’hloazet. Sevel a reas klemm a-enep he daou vab rak skoet e oa bet ganto. Ha hi a zibunañ hec’h istor : Aet e oa kuit, un nebeut devezhioù a-raok, eus ti ar familh evit mont da vevañ gant ur paotr all. Fellout a rae dispartiañ diouzh tad he bugale. Ya met he daou labous a felle dezho he lakaat da glevet sabad war gement-se. Ha setu degouezhet an daou vab en ti nevez ha skoet gant ar vamm hag ar mignon nevez. Ha ne’z eas ket dizamant ganto ! 30 devezh ehan labour he deus bet ar vamm. Dizalbadet eo bet al lojeiz war un dro.

A-benn ar fin e voe kondaonet an daou lañfre da 18 miz toullbac’h, 12 anezho gant goursez.

N’eo ket bet klevet mouezh ar c’hevredigezhioù benevelour eus ar vro war an afer-se, avat. Kuit da “stigmatizañ ur gumuniezh” marteze ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LA BAULE, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ar maer en deus savet klemm “evit bezañ bet gourdrouzet gant termajied”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, Rugby, Sport

Pornizh (Bro-Raez) : termajied war an dachenn rugby !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Brewen (Bro-Raez) : 200 karavanenn war ar stad !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Ankiniz : 150 karavanenn war parkva ar Charbonnières

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Logunec’h (56) : an dermajied a zo àr ar parkva, ar loto zo nullet

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

A La Une, E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : an Italian a oa… un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Un den eus La Courneuve a sko gant e zousig eus Kemper

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky