Brest : Mehdi, 35 vloaz, touller-bezioù evit kêr Vrest a vefe un trafikour dramm

Publicité

Labourat evit kêr Vrest evel touller-bezioù ne oa ket a-walc’h evit Mehdi, 35 vloaz. Ha, dreist-holl, ne oa ket a-walc’h evit bevañ evel ur julod, seurt ar re a welled gwechall o paboriñ e Bro-Leon.

D’an 29 a viz eost 2022 e voe serret e post gwir-treizh Bignon, e Liger-Atlantel. Ouzh stur ur BMW e oa ha 75kg a gannab a oa er c’houfr. Dao ! D’ar bidouf !

N’eo ket ar wech kentañ evitañ. Teir gwech e oa bet kondaonet dija, evit bezañ « gwennaet » sammadoù arc’hant gounezet diwar an trafikañ dramm.

Goulennet en deus bezañ laosket da vont a-raok e brosez. Siwazh dezhañ en deus aon al lez-varn e skampfe kuit en ur vro all kerkent ha dibrizonet. Chom a raio en toull-bac’h ha barnet e vo evit trafikañ dramm ha n’eo ket evit bezañ bet ur vulez nemetken.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.