Sant-Albin-an-Hiliber (35) : d’an 30/07 e vo lidet « Emgann Sant-Albin »

Publicité

Abaoe ar bloavezhioù 20 e vez aozet bep bloaz ul lidadeg evit enoriñ ar soudarded falc’het e 1488 da geñver Emgann Sant-Albin-an-Hiliber pa voe trec’het ar Vretoned skoazellet gant soudarded estren gant arme rouantelezh Bro-C’hall. Etre 7 000 hag 8 000 soudard eus an arme vreizhad a voe lazhet an deiz-mañ, tro 1 500 soudard eus hini ar roue Gall az eas d’o heul.

Un deiz a-bouez eo evit ar vretoned rak e Sant-Albin e voe kollet dizalc’hiezh Breizh en ur mod. Ha pa kendalc’has ar Vretoned da stourm goude-se.

Aozet gant Koun Breizh/Bertaign Tenant, e krogo al lidadeg da 3e GM, d’an 30 a viz gouere, war lec’hienn MAB (Musée Archipel Breton) er gêriadenn anvet « La Bataille ». Dirak ar monumant savet evit enoriñ ar soudarded eus Sant-Albin e vo graet al lidadeg.

Crédit photo : wikipedia e brezhoneg

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sant-Albin-an-Hiliber (35) : d’an 30/07 e vo lidet « Emgann Sant-Albin »”

  1. Tomaz dit :

    setu an destenn difaziet (ne hañval ket bezañ prop-prop brezhoneg Wikipedia…)
    « Abaoe ar bloavezhioù 20 e vez aozet bep bloaz ul lidadeg evit enoriñ ar soudarded falc’het e 1488 da geñver Emgann Sant-Albin-an-Hiliber pa voe trec’het ar Vretoned skoazellet gant soudarded estren, gant arme rouantelezh Bro-C’hall. Etre 7 000 hag 8 000 soudard eus an arme vreizhat a voe lazhet en deiz-mañ, ha tro 1 500 soudard eus hini ar roue Gall a yeas d’o heul.

    Un deiz a-bouez eo evit ar Vretoned rak e Sant-Albin e voe kollet dizalc’hiezh Breizh en ur mod. Ha pa kendalc’hje ar Vretoned da stourm goude-se.

    Aozet gant Koun Breizh/Bertaign Tenant, kregiñ a raio al lidadeg da 3e GM, d’an 30 a viz Gouere, war lec’hienn MAB (Musée Archipel Breton) er gêriadenn anvet “La Bataille”. Dirak ar monumant savet evit enoriñ ar soudarded eus Sant-Albin e vo graet al lidadeg. »

  2. « Bertaign Tenant » : echu eo gant broadelouriezh Koun Breizh. Breinet eo gant ar c’hallomagniaked.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Vidéo

Geriadur Brezhoneg-Galleg / Galleg-Brezhoneg adembannet ha hiriekaet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.